Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/64

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
55
SANT VAZE, XXVI.


(20) Pa oe deuet an abardaez, en em lakaad a reaz ouz taol gant an daouzec. (21) Ha pa oant o tibri, e lavaraz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. (22) Hag int glac’haret braz, en em lekeaz, pep hini anezhe, da lavaret dezhan : Aotrou, ha me eo ? (23) Mes hen a respontaz : An hini a laka he zorn ganen er plad, hennes eo am zrahisso. (24) Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben ; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den ; gwell e vez d’an den-ze na vije ket bet ganet. (25) Ha Judas, pehini hen trahisse, o komz outhan, a lavaraz : Mestr, ha me eo ? Jesus a lavaraz dezhan : Hen lavaret ec’h euz.

(26) Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz bara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret : Kemerit, debrit, he-man eo va c’horf. (27) Neuze e kemeraz ar c’halir, hag o veza rentet grasou, hen roaz dezhe, en eur lavaret : Efit holl euz anezhan ; (28) rag he man eo va goad, goad an allians nevez, pehini a zo skulliet evit kalz evit remission ar pec’hejou. (29) Hogen, lavaret a ran deoc’h penaos na evin mui euz ar frouez-se euz ar winien, beteg an deiz- ze en pehini ec’h evin anezhan nevez ganeoc’h en rouantelez va Zad.

(30) Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont er meaz da Venez Olived.

(31) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : En noz-man e vezin caoz deoc’h holl da gweza ; rag scrivet eo : Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset. (32) Mes, goude ma vezin resussited, ez in araog deoch en Galile. (33) Ha Per, o komz, a lavaraz dezhan : Ha pa gavfe an holl leac’h enoud da gweza, evidoun-me na gwezin biken. (34) Jesus a lavaraz dezhan : E gwirionez e lavaran d’id penaos, en noz-man, araog ma cano ar c’hilloc, em nac’hi teir gwech. (35) Per a lavaraz dezhan : Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag an diskibien holl a lavaraz evel-t’han.

(36) Neuze Jesus a ieaz ganthe da eul leac’h hanvet Gethsemane ; hag e lavaraz d’he ziskibien : Azezit aman epad ma’z in a-hont da bedi.

(37) Hag o veza kemeret ganthan Per ha daou vab Zebede, e commansaz beza trist ha gwall ankeniet. (38) Hag e