meaz dre an nor, eur vatez all a velaz anezhan, hag a lavaraz d’ar re a oa eno : He-man a oa ive gant Jesus a Nazaret. (72) Per hen nac’haz adare gant le-douet, en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze. (73) Eun neubeud amzer goude, ar re a oa eno a dostaaz hag a lavaraz da Ber : A-dra zur te a zo ive euz an dud-se ; rag da anaoud a rer diouz da langach. (74) Neuze e commansaz da zrouk-pedi ha da douat, en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze ; ha rag-tal ar c’hilloc a ganaz. (75) Hag e teuaz sonj da Ber euz a c’her Jesus, pehini hen doa lavaret dezhan : Araog ma cano ar c’hilloc, ez pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat er meaz, e welaz c’houero.
ERKENT ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a-enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro. (2) Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons-Pilat, ar gouarner.
(3) Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret : (4) Pec’het em euz ; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz : Petra a ra an dra-ze deomp-ni ? Kement-se a zell ouzid-te. (5) Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz.
(6) Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaraz : N’eo ket permetet lakaad anezhe ebarz an tenzor, rag an arc’hant-se eo priz ar goad. (7) Ha goude m’ho doe en em guzuliet, e prenjont park eur poder, evit interri an estranjourien. (8) Abalamour da ze ar park-se a zo c’hoas kanvet hirio Park ar goad. (9) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre Jeremi, ar profet, en eur lavaret : Kemeret ho deuz an tregont pez arc’hant, priz an hini a zo bet lakeat he priz, euz an hini a zo bet lakeat he priz gant bugale Israel, (10) hag ho deuz roet anezhe evit park ar poder, hervez ma oa bet kemennet d’in gant an Aotrou.
(11) Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en