Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/68

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
59
SANT VAZE, XXVII.

eur lavaret : Ha te eo roue ar Judevien ? Ha Jesus a lavaraz dezhan : Hen lavaret a rez. (12) Ha pa oe tamallet gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien, na respontaz netra. (13) Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Ha na glevez-te ket pegement a draou a desteniont a-enep d’id ? (14) Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan ; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner.

(15) Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoantaent kaoud. (16) Ha neuze ho doa eur prizonier gwall-vrudet, a c’halvet Barabbas. (17) Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe : Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ ? (18) Rag gouzoud a rea dre jalouzi e oa ho doa livret anezhan.

(19) Hogen e-pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re-benag da lavaret dezhan : Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just-se ; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in.

(20) Mes prinsed ar veleien hag ar re Ancien a reaz d’ar bobl goulen Barabbas, ha lakaad koll Jesus. (21) Hag ar gouarner, o komz adare, a lavaraz dezhe : Pe hini anezhe ho daou a fell deoc’h a laoskfen deoc’h ? Hag e respontjont : Barabbas. (22) Pilat a lavaraz dezhe : Petra a rin-me eta euz a Jesus a c’halver Christ ? Holl e leverjont dezhan : Ra vezo crucifiet. (23) Hag ar gouarner a lavaraz : Mes pe seurt drouk hen deuz-han great ? Neuze e crijont c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret : Ra vezo crucifiet. (24) Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret : Me a zo net euz a voad an den just-se ; ouzoc’h-c’houi e sell kement-se. (25) Hag ar bobl holl a respontaz : Ra gwezo he voad varnomp-ni, ha var hor bugale !

(26) Neuze e laoskaz ganthe Barabbas, ha goude m’hen doa lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan dezhe da veza crucifiet.

(27) Neuze ar zoudarded a gassaz Jesus da balez ar gouarner, hag e tastumjont var he dro an holl vanden soudarded. (28) Ha goude beza divisket anezhan, e lekejont en-dro dezhan eur vantel bourpr. (29) Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var