he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret : Salud roue ar Judevien. (30) Hag o cranchat outhan, e kemerent ar gorzen, hag e skoent ganthan var he ben. (31) Goude m’ho doe great goab anezhan evel-se, e tennjont ar vantel divarnezhan, hag e wiskjont anezhan gant he zillad he- unan, hag e kasjont anezhan evit hen crucifia.
(32) Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus. (33) Hag o veza erruet en eul leac’h galvet Golgotha, da lavaret eo, leac’h ar pen-maro, e rojont dezhan da eva gwin-egr mesket gant ar vestl ; (34) mes pa hen doe he danveet, na fellaz ket dezhan eva.
(35) Ha goude m’ho doe staget anezhan ouz ar groaz, e rejont partach var he zillad, en eur denna d’ar sort varnezhe ; evit ma vije accomplisset ar pez a zo bet lavaret dre ar profet : Partajet ho deuz va dillad etrezhe, ha tennet ho deuz d’ar sort var va zae. (36) Hag o veza azezet, e tiwallent anezhan eno. (37) Lakaad a rejont ive a-uz d’he ben eur scrid evit rei da anaoud ar sujet euz he gondaonation : He-man eo Jesus Roue ar Judevien.
(38) Crucifiet e oe assambles ganthan daou laer, unan a-zeô, hag egile a-gleiz.
(39) Hag ar re a dremene a zrouk-komze diouthan en eur hija ho fen, hag e lavarent : (40) Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da-unan ; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz. (41) Er memeus doare ive prinsed ar velein, ar Scribed hag ar re Ancien, a rea goab anezhan en eur lavaret : (42) Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he-unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan. (43) Lakeat hen deuz he fizians en Doue ; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret : Me eo Mab Doue. (44) Al laeron pere a oa bet crucifiet assembles ganthan, a rea dezhan an hevelep rebechou.
(45) Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen.
(46) Hag e-tro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Eli, EH, lama sabachthani ! da lavaret eo : Va Doue, va