Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/75

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
66
SANT MARC, II.

en-dro d’an nor ; hag hen a brezege dezhe ger Doue.

(3) Neuze e teuaz tud d’he gavout pere a zigasse dezhan eur paralitic hag e oa pevar o tougen anezhan. (4) Mes evel na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar foul, e savjont an doen a-uz d’ar plas e leac’h ma hen em dalc’he Jesus, hag o veza great eun toul, e tiskenjont dre eno ar gwele var behini e oa gourvezet ar paralitic. (5) Neuze Jesus, o velet ho feiz, a lavaraz d’ar paralitic : Va mab, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (6) Hag eur re-benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel-hen en ho c’halonou : (7) Perag e lavar he-man gwall-gomzou evel-se ? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep-ken ? (8) Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho-unan, a lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu ar seurt sonjou-ze en ho calonou ? (9) Pehini eo an ezeta, pe lavaret d’ar paralitic : Da bec’hejou a zo pardonet d’id, pe lavaret dezhan : Sav, kemer da vele, ha kerz ? (10) Hogen, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou, e lavaraz d’ar paralitic : (11) Me a lavar d’id : Sav, crog en da vele, ha kea d’ar gear. (12) Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret : Biskoas n’hon euz gwelet kement all.

(13) Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor ; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.

(14) Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou ; hag e lavaraz dezhan : Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan.

(15) Hag e c’hoarvezaz, pa edo ouz taol en ti an den-ze, m’hen em lakeaz ive ouz taol gant Jesus hag he ziskibien kalz a bublicaned hag a bec’herien ; rag bez’ e oant kalz hag ho doa heulliet anezhan. (16) Hag ar Scribed hag ar Farizianed, o velet ma tebre gant ar bublicaned hag ar bec’herien, a lavare d’he ziskibien : Perag e tebr hag ec’h ev-hen gant ar bublicaned hag ar bec’herien ? (17) Ha Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhe : N’e ket ar re a zo iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re a zo klanv ; n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

(18) Hogen, diskibien Ian hag