doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri-ugent, hag eun all kant. (9) Hag e lavaraz dezhe : Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
(10) Hogen, pa edo he-unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen-ze. (11) Hag e lavaraz dezhe : Roet eo deoc’h da anaoud myster rouantelez Doue ; mes d’ar re a zo a ziaveaz e vez lavaret pep tra dre barabolennou ; (12) evit o velet, ma velint ha na apercevint ket ; hag o klevet, ma klevint ha na gomprenint ket ; gant aoun na zistrofent ha na vez pardonet dezhe ho fec’hejou. (13) Hag e lavaraz dezhe : Ha na gomprenit-hu ket ar barabolen-ze ? Penaos eta e comprenot-hu ar parabolennou all.
(14) An hader a had ar Ger. (15) Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou ; (16) er memeus doare, ar re a receo an had el leac’hiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa ; (17) mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho-unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet. (18) Hag ar re a receo an had e-touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger ; (19) mes sourciou ar bed-man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez ; (20) mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri-ugent, hag eun all kant.
(21) Lavaret a eure c’hoas dezhe : Daoust ha digasset e vez eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, pe dindan eur gwele ? Ha n’ed eo ket kentoc’h evit he lakaad var eur c’hantoleur ? (22) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, ha netra goloet ha na dle beza rentet anat. (23) Mar hen deuz unan-benag diou-skouarn da glevet, ra zelaouo.
(24) Lavaret a reaz c’hoas dezhe : Likit evez ouz ar pez a glevit. Diouz ar muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h, ha deoc’h-hu pere a zelaou e vezo roet c’hoas muioc’h. (25) Rag an neb hen deuz e vezo roet dezhan ; mes an hini n’hen deuz ket, e vezo