Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/94

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
85
SANT MARC, X.

gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken, (44) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (45) Ha mar gra da droad d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ; gwell eo d’id antren er vuez, o kaoud eun troad hep-ken, eget kaoud da zaou droad, ha beza taolet en ifern, en tan ha na varv, ket, (46) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (47) Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan ; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep-ken, eget kaoud daou-lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan (48) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.

(49) Rag pep den a vezo sallet gant tan ; ha pep sacrifis a vezo sallet gant holen. (50) Eun dra vad eo an holen ; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot-hu anezhan ? (51) Ho pezet holen enoc’h hoc’h-unan, ha bezit en peoc’h etrezoc’h.


CHABISTR X.


JESUS, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a-hed ar Jourdan ; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.

(2) Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Petra a zo bet gourc’hemenet deoc’h gant Moises ? (4) Int a lavaraz dezhan : Moises hen deuz permetet ober eur scrid a zivors hag he c’has kuit. (5) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Abalamour d’ar galeder euz ho calonou eo hen deuz Moises scrivet deoc’h ar gourc’hemen-ze. (6) Mes er pen-kenta euz ar grouidigez, Doue a reaz eur goaz hag eur vaouez hep-ken. (7) Abalamour da ze e tilezo an den he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg ; (8) hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ; evel-se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep-ken. (9) Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo unanet gant Doue.

(10) Hag ebarz an ti, he ziskibien hen interrojaz adare divarben ar memeus tra ; (11) hag e lavaraz dezhe : Piou-benag a gasso kuit he vreg hag a gemero unan all, a ra eun avoultriach en he c’henver ; (12) ha mar deu eur vreg da gui-