Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/122

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 121 —

dinal pehini a disclerias ar Verc’hes d’ar Pap Ian XXII, penos a delivrje deus ar purgatoar piou benag a dougje he c’habit gant carante ha respet evit-hi, hag hen delivrje er c’hentan sadorn goude he varo, dez consacret gant an Ilis evit hi c’henorîn. Greomp eta, a vreman, en hevelep feson, ma elfomp goude hon maro, obten sicour Mari er lec’h se a boan, ha pedomp-hi ive da intersedîn evit au ineo paour deus ar purgatoar.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 5, pajen 368.)


Eun den ioanq oajet deus a c’hoec’h vloa varn’ugent, collet gant ar vis impur, hag adversour toueet deus ar relijion, a eas eun noz, dre guriosite gaër, da bedenno mis Mari. Cleout e ra eur beleg o exortîn ar bec’herien da laqat ho fians en Mari. Antren a ra en-han ec’h-unan, ober e ra reflexion voar he stad, mes credîn a ra penos na allou qet renons d’he grimo louz ha mezus ; neus fors, prometîn e ra d’ar Verc’hes penos dre garante evit-hi, a quitaje hag a di-