Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/123

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 122 —

lesje he voal decho en pad deq dez. Derc’hel e ra d’he bromese, hag en decvet devez, a teu c’hoas da bedenno ar Verc’hes. Adaleg mac’h antreas en ilis, an den-man enem sant qet touchet dre eur c’hras interieur, qen ec’h a ractal da enem adresîn da eur beleg, hag a discleri de-han ar santimancho en pere enem gaf da chanch bue, mes penos, ar pes hen arete, oa an aon da displijout d’he vingnonet, ha da dennan voarn’han ho goaperez. Sclerijennet gant ar beleg, ha leun a gonfians en Mari, an den-man a gomans eur govision a bemzec vloa, amzer aboe na oa qet bet o covesaat. An daero a geun hag a dousder pere a scuillas ous treid he govesour, a reas de-han alies enem arretin en he govesion. Antreet en gras gant Doue, na reas mui istim deus goaperes he vingnonet, hag evit rein de-he eun testeni hanad deus he chanchamant, e quitaas ho c’hompangnones, hag e praticas publicamant he relijion. Ebars en occasiono deus ar pec’het, ar sonj hepqen deus he vam dener (c’hano pehini a roe da Vari) hen sauvetee, hag a re de-han trec’hin an oll dentasiono ous pere a nefoa da resistan.