Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —
PEDEN.
O Mari, astennet voar-n-omp ho protecsion en pad hon bue. Ia, c’houi hon divoallo ha mar deuomp da goean, c’houi hon zavo ; c’houi a vo hon asistans voar an heur deus hon maro, hon advocades dirag hon barner, hon delivrans deus ar purgatoar ; c’houi hon c’haso d’an env. O Mari, an esperans hag ar greden-ze a so don en hon c’halono.
UGENTVET DEVEZ.
————
O Clemens !… O Pia !…
Sant Bernard, o coms deus carante Mari en hon c’henver, a lar penos Mari a so, en