Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/136

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 135 —

se ive, pa c’hadresfomp da Vari ar salud-man leqeomp hon speret hag hon c’halon da gonsiderin ha da admiran ar gloar, ar graso, hag ar madeleso pere a neus plijet gant Doue scuil hep musur voar hon goelan Mam, voar ar Verc’hes Vari ; ha leun deus eun hevelep santimancho leromp de-hi gant teneridigez, evel an den santel Thomas a Kempis : « O Mari meurbet dous, dont e ran d’ho caad gant humilite, respet, devosion, ha fians : dougen a ran, e man voar ma geuzo, evit hen presantîn d’ac’h humblamant ar salud deus an Arc’hael. Ma fen pleget dre respet evidoc’h, a ofran d’ac’h ar salud-man gant eur galon joaus ; groet ma teuo an oll sperejo deus an env d’hen laret ha d’hen c’had laret cant mil goech evidoun ; rag en guirion n’ac’h anavean netra pehini a ve qen dous ha qen agreabl evidoc’h. »


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 8, pajen 136.)


Ar bempet voarn’ugent deus a viz genver,