Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/137

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 136 —

er bloa 1847, an Otro Truffet, escop deus a Galipolis, en dez memeus en pehini a oa bet sacret escop ebars an ilis Itron-ar-Victoario en Paris, a deuas goude an ofis da recommandîn da bedenno Arc’h-Breuriez ar Verc’hes eun den ioanq pehini a nefoa bet instruet hag evel savet, ha pehini a gare c’hoas an despet d’he disurjo. Laret a reas penos : « An den ioanq evit pehini a c’houlene ar sicour deus ho fedenno, goude bean achuet he golach d’an oat a ugent vloa, ha prest da antren er seminer, a dilesas he studi, hag a oblijas he gerent d’hen cas da Baris, evit antren ebars ar c’honvers. Ar c’hello ze a reas cals a boan d’hîn, rag hen caret a ren evel eur bugel, ha goelet a ren penos ec’h e da enem exposin da vean collet. En pad trioec’h miz a scrivis de-han alies, mes goude eur certen amser na c’had-scrivas qet d’hîn. Aboe eis vloa so, na meus clevet gir a ne-han ; na n’ousoun qet mar eo bev c’hoas ; mes mar eo bev, en pesort stad e man he ine ? Pedet Mari da distreîn a ne-han, pedet ha me a unisso ma fedenno gant ho re. » Chetu penos an escop santel a recommandas an den ioanq malurus-man