Mes mar eo plijet gant Doue acordin da Vari qement a c’hraso, neo qet hepqen abalamour de-hi, mes abalamour dimp oll, evit dre he oll galloud en qichen Doue, ma rei disqen he visericord voar an hini a garo, pe garo, hag evel ma caro, rag, eme sant Bernard, na neus pec’her ebet, neus fors pegen coupabl a ve, a gement ac’h alfe bean collet mar deu ar Verc’hes d’hen qemer dindan he frotecsion : guir eo, eme ar memeus sant, a veulomp humilite Mari, ec’h admiromp he furete, mes abalamour mac’h omp pec’herien baour, ar pez a blij dimp ar muian eo sonjal en he misericord : he misericord a ve ar liesan en hon c’halon, ha d’he misericord a meump ar liesan recours dre hon feden. Dleout a reomp eta, eme ar memeus doctor, deus an donnan deus hon c’halon ha deus ar startan carante henorin Mari, rag Doue hen goulen, Doue pehini na neus qet a c’hoant a resevfemp gras ebet pehini na dremenfe qet dre daouarn Mari. Mari a digor d’an oll he c’halon leun a visericord, evit ma c’hallouint oll cavet en-han an oll sicourio deus pere a deus esom, ar prisonier ar liberte, ar c’hlanvour ar