ar reson ha deus ar relijion ; mes Desire a disclerie bepret penos na oa qet a Doue, ha na responte nemet dre vlasfemo d’an oll guirioneo a vije presantet de-han. Eun itron devot ha mingnones da c’hoar Desire, oc’h anaveout ar stad hag an dispositiono deus an den malurus-man, ac’h eas, er seitecvet deus a viz even da ober laqet he c’hano voar gahier Arc’h-Breuriez an Itron-ar-Victoario, ha d’hen recommandîn d’ar pedenno, evit obten evit-han digant Mari ar c’hras da receo he sacramancho qent evit mervel. An dez voarlerc’h, d’ar sul, oa pedet evit-han ebars ofis ar Verc’hes, ha d’ar lun, an naontecvet, cals deus ar mempro a gomunias er memeus intansion. An dez oa bet pedet evit ar c’hlanvour oa evit-han eun dez deus ar poangnusan ; voar dro seis heur anter deus an noz, he vedesin, den a gals a relijion, ac’h arru d’hen bisitan, hag o oelet penos na oa qen a remed, ha penos ar maro a dostae, a laras da Desire : « Ma mingnon, eun eternite a evurusded a so ous ho cortos, mar qeret he gonit, c’hoas ec’h eus amser. » Desire a respont gant eur voes ferm : « Deja am eus discleriet
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/149
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 148 —