Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 162 —
PEMPET DEVEZ VOARN’UGENT.
————
Benedicta tu in mulieribus.
Mari a so biniget dreist an oll groage, nonpas hepqen abalamour d’ar graso hep muzur pere a sav an ne-hi en env dreist an oll grouadurien, mes ispisialamant abalamour, dre breferans d’an oll groage, eo bet choaset gant Doue evit bean Mam da Salver ar bed : ar galite-ze a Vam da Doue a sav Mari da eun huelder a venedicsion pehini a dremen ar graso, ar venedicsiono acordet d’an oll groage asambles. Mari eo ar vroeg-se a venedicsion annonset aboe comansamant ar bed, pehini a dlee, dre he c’halite a Vam, rentan ar liberte da oll vugale ar vroeg coupabl, en eur vruzunîn,