Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/182

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 181 —

penos ar beleg-se a so eur paour qez inosant : caret a mije hen clevet aboe a neus comanset ; mes disul ec’h aruîn abretoc’h, rag ret eo d’hîn studian ar giz neve-man ivantet gant ar veleien evit tromplan an dud sempl ha divouieq. »

Retorn e ra er zul voarlerc’h, clevet a ra ar sermon voar an obligasiono a so evit ar pec’her da distrein ous Doue, ha clevet e ra ive c’hoas recommandîn pedin evit ar bec’herien : na reas seblant ebet deus ar pes a glevas ; he speret oa carget deus a genteillo fall, hag he galon oa goneet gant ar vis : aboe dec vloa a nefoa enem rulliet en pep sort disurjo, hag enem zamet a bep sort falagries. Donet a ra c’hoas er sul voarlerc’h, hag an dez-se oa evit-han an dez deus ar c’hras. Clevet a ra len eur lizer en pehini eun den ioanq a discoe ar stad malurus deus he ine, a gomz deus he anqen ha deus he vorc’het, hag enem recomand d’ar pedenno deus an Arc’h-Vreuriez evit obten he gonversion.

O clevet qement-man, an den ioanq enem sant forset d’antren en-han ec’h unan, ha neuse a teu da sonj de-han deus he dezio a