Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/194

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 193 —

disprizout, e teu da scuil en he galon an dousan esperans. Evel, eme sant Bernard e teu an eol da zevel voar an dud fall evel voar ar ve vad ; evel-se ive, Mari a silao pedenno an oll, a ro d’an oll merco deus he madelez, hag a asten voar an oll he c’harante hag he frotecsion. Neus fors eta en pesort stad a enem adreset d’ar Vam a vizericord, ha mar deuet da gaout aon, abalamour d’ho pec’hejo, silaouet sant Anselm. : Mar eo bet, eme ar sant man, mar eo bet Mari, savet beteg ar galite huel a Vam da eun Doue, qement-se a so muioc’h evit ar bec’herien, evit en faveur an dud just. — Ia, Mari, e me sant Ian Chrisostom , mar oc’h bet choaset evit bean Mam da Zoue, ze a so bet evit ma teuje ar re pere a dlee bean condaonet dre justis ho Map, da gaout ho zilvidiges ebars en ho misericord hag en ho carante.

Nan, nan, e me sant Hilair, neus fors en pegen bras pec’hejo a ve coeet an den, na veso qet collet mar deu da enem adresin da Vari. — Ho ! e me sant Antonin, pegen lies a setans douget enep d’ar bec’herien, abalamour d’ho c’hrimo, a so bet toret dre