Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/196

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 458.)


En dez ma oa bet etabliset Arc’h-Breuriez ar Verc’hes evit conversion ar bec’herien ebars ar ger a Vont-Mirail, er sul eisvet deus a viz qerzu, er bloa 1839, eun tad, aflijet deus a gondu direglet he vap, oajet deus a daou vloa voarn’ugent, pehini goude bean bet fur beteg pemzec vloa, a nefoa dilezet ar pratiq deus ar relijion, hag a enem leset da vonet da bep sort disurjo, a deuas d’hen recomandîn d’ar pedenno a vije groet en de-se d’ar Verc’hes. An den ioanq-man pehini na ouie netra deus ar pes a nefoa groet he dad, a eas, pa oa aru an noz, da vale, evel ma oa he gustum, mes gant eur feson hag eur visaj qen trist qen a deuas he dad da vean jenet ha da gaout aon evit-han. Na daleas qet da retorn, hen pehini a dremene pervuan, er mez deus he dy, ar loden vrasan deus ar sulio da noz. En eur antren, ec’h a da gousqet. En dez voarlerc’h he dad, o oelet