he dristidiges, hag he droug-neu, a glasq gouzout petra ec’h oarvee de-han : pe oa clanv, petra oa qiriet d’ar stad poanius en pehini en em gave. An den ioanq-man na respont netra hag a dremen an dez hep dibrîn : enem den a ra abred en he gamp.
He dad spontet na oare petra da sonjal voar gement-se oll, pa deu er meurs, beure-mad, he vugel d’hen caad, ha da laret de-han gant eur voez spouronus : « Ma zad, me a so meurbet malurus ; mar anavefec’h ar boan ec’h anduran ; aboe tost da daou dez-so, nam eus gallet na repoz, na qemer netra. Bean ec’h oun evel eun den clanveet. » Neuse ous enem doll entre diou vrec’h he dad, a lar c’hoas de-han, en eur scuil daero : « O ma zad, pegen evurus ec’h oun me bet beteg an oad a bemzec vloa ! Mes aboe seis vloa so, pebeus bue ! Nam eus qet bet a beuc’h aboe disul… Na allan en derc’hel, ret eo d’hin mont da goves. » Mont e ra da gavet person ar barous, pehini a nefoa roet dehan he basq qentan, ha goude bean roet da anavout ar stad en pehini a enem gave, a c’houlenas covesaat : ar beleg, o oelet he