Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

pugale : qement-se eo hon desir hag hon esperans, ô Mari, hon mam muian caret.




PEVARE DEVEZ.


————


Mari a so Mam ar bec’herien pere a deu da c’houlen he sicour.


Mari n’eo qet hepqen mam an dud just ; mes bean eo ive, ha martese muioc’h, mam d’ar bec’herien memeus ar muian coupabl adaleg ma teuont da enem adresi dezi. Mari a neus bet alies clevet Jesus o lavaret penos na oa qet deud evit a re just, mes evit ar bec’herien ; penos n’eo qet an dud iac’h a neus esom a vedesin, mes an dud clanv. Instruet en scol he Map hag oc’h anaveout he visericord evit ar pec’her, Mari a so disposet da asten he dorn dimp evit hon tennan deus ann abim en pehini ec’h omp bet coet ous enem lezel da vonet d’ar pec’het. En eur