Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/226

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 225 —

Nag a c’hraçou dre ho taouarn biniget,
D’an neb ho car a zisqen deus an êe !

M’ho car, Guerc’hes ! Lies ous treid hoc’h aoter,
D’ac’h ma c’halon a gontas he boaniou,
C’houi roë d’in nerz ha calon, Mam dener,
Mari, ma Mam, c’houi sec’he ma daërou.

M’ho car, Guerc’hes ; ’vit beza genac’h caret
Deus ar pec’het me viro ma ine ;
Var ho roudou gret d’in-me bepret qerset,
Ma c’hunduet en hend deus ar vue.

M’ho car, Guerc’hes ; ha p’em eus ho carante,
Ne grenin qen ’vit ma silvidiges ;
Deut an ifern d’ober brezel d’am ine ;
Petra raï d’in, c’houi vo ganin, Guerc’hes.

M’ho car, Guerc’hes ! m’hel laro hed ma bue,
A. c’homsou-se eo ma bonheur douça ;
Pa sortio eus ar bed-ma ma ine,
M’ho car Guerc’hes, vo ma c’homs diveza.




SANTES MARI, PEDET EVIDOMP.


PEC’HERIEN, EN HEUR DEUS HON MARO.


Ton : Grâce, grâce, suspens.


Mari, pa dei eun de ar maro cri d’am soupren,
Gant he falc’h didruez p’am discaro souden,
Pa laro an oll d’in : achu eo ta amzer,
Evid eur pec’her paour goneet he varner. bis.