gement na impli evit ho rentan mignonet : hac evit-se Mari n’ach oul digant ar pec’her nemet ma teufe da en em recommandin dezi, ha da gaout eur guir volante da renons d’he disurjo : mar eman en hevelep disposition, ar pec’her ar muian carget a grimo a so assuretet da obten he bardon dre voïen Mari.
Ouspen, Mari a so mam ar bec’herien hag ho mam qen tener, ma teu, nonpas hepqen da gaout true ous ho stad, mes c’hoas santout e ra ho foanio evel he re ec’h unan. Ar Gananeen en eur bedin Jesus-Christ da delivran he merc’h deus an droug speret pehini he zourmante, a lavaras de-han : o beet true ouzin, otro Map David. Mes pe oa guir penos ar verc’h oa tourmantet gant an droug speret ha nonpas ar vam, ha na seblan qet dimp penos c’ho-man a dleje bean laret da Jesus : Otro beet true ous ma merc’h ? Mes nan, laret e ra : beet true ouzin. Perag-se ? Abalamour ar vam hag ar bugel na reont nemet evel unan, ha poanio ar bugale a goe deus hoc’h oll boez voar galon ar vam : evel-se ive Mari, en guir vam dener, pa interced evid ar pec’her,