Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/236

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Goude fin hon bue, presantet hon ineo
Da Jesus, hon Doue, ho Map uniq, hon Otro.




PRIVILEJO AR VERC’HES.


Ton : Goûtez, âmes ferventes.


Digor a eo an tensor deus a c’hraso Mari,
Nem disposomp d’ho receo, na refuzo hini.

discan : Evurus ar bobl christen a celebro mis Mae,
Mari obteno deze bepret graso neve, bepret graso neve.

Dimeus a bec’het Adam hi so bet preservet,
Bars en he c’honcepsion hep tach hag hep pec’het.

Pen ar serpant infernal e deus bet bruzunet
Vel eur stereden vrillant eo antreet er bed.

Deus a sqeudo lugernus, he daou zorn so ornet,
Ha deus a c’hraso dibar evidomp so carget.

Evel eur fleurdelizen entre ar spern savet
A lingne ar Rouane, hag ar Batriarchet.

Gant ar Brofetet santel a eo bet anonset
Fleuren a neve amser gant Doue prometet.

An ifern so dizarmet gant he c’humilite
Bras eo hec’h obeisans, hag admirabl he fe.

Dimeus ar c’haëran graso corf hag ine ornet
Da vean Mam da Zoue a eo bet destinet.