Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/3

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 2 —


Mari eta a so Rouanez ; mes pebeus consolant na eo qet evidomp pa deuomp da sonjal a eo eur Rouanez leun a dousder, leun a drue : en eur gir, he saludin a reomp gand an Ilis, Rouanez a vizericord. Eur Roue evit ren erfad voar he sujidi a dle caout asambles dousder ha justis. Mari en qalite a Rouanez na deus qemeret nemet ar vertu gentan, da laret eo an dousder. Doue, eme sant Thomas, a neus groet diou loden deus he droajo entre Mari hag he Vap. Jesus a neus droajo ar justis, ha Mari re ar visericord, evit ho c’himplian en hon c’henver pa deu hon fec’hejo da excitan enep dimp justis ar Map.

Len a reomp er scritur santel penos ar roue Assuerus o vezan condaonet d’ar maro an oll Judevien pere a voa en he stado, Mardoche pehini a dlee ive beza distrujet, ac’h es da bidin ar rouanez hanvet Esther, evit ma lacaje ar roue da derrin an urs a varo pehini en doa douget. Ar Rouanes gant aon da dennan voarnezi hec’h-unan droug gras ar roue, na gredas qet monet en beteg evit intercedin en qenver he fobl. Mardoche a reas dezi he glemou hag a disclerias dezi penos : mar doa plijet gant