minan eun dablen pehini a gave caer. Qeit-ha ma eo ocupet da gonsiderin an daulen-man, ar sonj deus an dud ioanq pere a ne foa goelet en dro d’ar govision a deu en he speret bepret, mes bepret he speret a esae pellaat ar song-se dre ar memeus gir : Ho ! pegen sot eo se ! Dre fors caat ar sonj-se en he speret, he vemor a lavar de-han : te ive, ha na eo qet guir, ha na nout qet bet ive e coves goejal ? Guir eo, a respont de-han ec’h unan ; mes evit chom en he galerder, hag en he dalante e lar, evel diagent, ho ! pegen sot e oan neuse ! — O Mari, refuj ar bec’herien, petra ec’h a da vean an den malurus-man ! hag hen ec’h a da sortial deus hoc’h ilis ? hag hen ec’h a da guitaad ho aoter ous treit pehini qen lies a bec’her a neus obtenet ho distro ous Doue ? Ho ! nan. Mam a vizericord, c’houi a neus conduet he bajo ha qeit-ha ma oa he galon a virvin gant an desirio ar muian criminel, c’houi a neus hen digaset en ho templ, c’houi a neus hen laqeet en ho presans, ô Mari, nan, n’allo qet enem achap ; c’hoant ec’h eus d’en sauvetaat, bean e vo eun ine ouspen pehini o pezo goneet voar an droug
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/30
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 29 —