ha goude bean bet dre an absolven unanet gant Doue, na ouie penos discoin he anoudeges vad d’he govesour : ous h’en trougarecad, en eur c’hirvoudîn hag en eur scuil daero, e laras de-han : Ma sad, ho ! pegement a vad ec’h eus groet dîn ! Pegen evurus ec’h oun ! Pegement a diferans en tre ar stad en pehini ec’h oun breman hag ar stad euzus en pehini oan pec’h antreis an Ilis-man ! Ho ! pegen pell oan da sonjal e mije-me caat aman eun hevelep evurusdet, ha pegen inding e oan d’hi reseo ! Ho pegen evurus enem santan, ha pegement e trougarecaan Doue d’em bean groet antren aman ! — Ma zad, leret dîn, mar plich, pesort c’hano a neus an Ilis-man ? — Petra ! n’anveet qet a ne-hi ? — Nan, biscoas ne moa he goelet. — An Ilis-man a doug an hano dimeus a Itron-ar-Victoario. — Ha ! n’he hancoaîn james, rag goneet e deus hirie eur victoar meurbed bras voar ma ourgouil, ha voar ma fasiono. — Ma zad, laret ec’h eus din penos ec’h aparesfomp asambles dirag tribunal Doue, ha penos e dleîn eno rentan cont dimeus ar promeseo e meus groet d’ac’h : prometîn e ran d’ac’h c’hoas bean
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/32
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 31 —