Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/48

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 47 —




EISVET DEVEZ


————


Spes nostra.


Hon esperans.


————


Mari so esperans oll vugale Adam.


Tud dimeus eur fals creden n’ac’h houlont qet e teufemp da c’hervel Mari hon esperans, rag e meze, Doue hepqen a dle bean hon esperans, ha Mari dre ma eo bet crouet gant Doue na al qet bean hon esperans. En despet d’ho fals creden, an Ilis pehini na al qet enem dromplan a ra d’he bugale adresin bemde da Vari ar gir dous-man evit peb christen : Mari, hon esperans.

Chetu aman penos ar Mestr bras, sant Thomas a ispliq penos Mari a so hon esperans. Eun den, eme ar sant-man, ec’h al