laqet he esperans en eun den all en diou feson : da gentan, evel ar soursen deus ar pes a c’houlen, dan eil, evel eur voïen da c’hallout obten ar pes a houlen. Dre exempl, pa ve c’hoant da obten eur c’hras benag a ve gortoet digant ar roue pehini ac’h all hi reîn voar an toll ; pe otramant, a ve gortoet digant ministr ar roue pehini ec’h all hi c’hobten digant-han, abalamour ma eo mignon de-han, ha mar en eus cals a c’hallout dirag-han. Evit guir pa accord ar roue eur c’hras benag da beden he vinistr, digant ar roue e teu bepret ar c’hras ; mes qement-se na ampich qet ec’h all an hini a c’houlen dre voïen ar ministr laqat en he-man he esperans, hag hen galvin he esperans.
Roue an envo, ar vadeles memeus, ha pehini na desir netra muioc’h evit scuil a voarnomp he c’hraso, hag evit ober d’hon fians cresqin en-han, a neus roet d’imp evit mam he Vam, en tre daouarn pehini an eus laqet he oll galout voar pes a sel he c’hraso ; ha qement-se evit ober dimp laqet en-hi an esperans deus hon silvidiges, ha deus hon oll vado. Ar re eta a esper en Mari,