qet groet, ha pegement am eus laqeet ar re all da ober ! Collet am eus cals deus ma mignonezet pere e oa mad ha vertuus, ha pere breman, gallout a ran hen laret, a so muioc’h corompet gant ar pec’het evidoun-me, ha pere a so coet en eun abîm a grimo. O ma mam, caset hanoun arc’hoas da goves, n’ac’h alan qen derc’hel ous ar remors deus ma c’honsians. — C’homan pehini a c’hortoe pell oa he distro, hi c’hasas da goves, hag a daleg neuse ar plac’h-man a gonduas eur vue devot hag a reas he boneur hag evurusdet he zud.
O Mari, chetu c’hoas eur plac’h paour pehini oa voar an hent qen facil da enem gol da james : mes laret so bet d’ac’h gant ho servijourien sellet a drue out-hi ; hag a boan oa d’ho feden bean aru en ho beteg, ma ez oc’h deud d’hi sicour ha d’hi c’honvertisan. En oc’h eta, Mari, a dleomp laqet hon esperans evit bean salvet. En pad hon bue, c’houi e vo hon esperans, ha desirout a reomp mervel en eur lavaret : hon espe-