jourien, mar eo guir penos e c’hoc’h refuj ar bec’herien, ho pedin a ran, hen discoet dîn breman en eur sovetein an den malurus-man pehini ec’h a da vean collet evit james : sulvu m’ac’h eo indign, sulvu a vo bras ho misericord, ha sulvu a mo lec’h d’ho trugarecat, ha d’ho meulin. O Mari, deurveet sicour ho ministr, hag en delivran deus ar bosision drist en pehini enem gav.
A boan oa din bean achuet da bedin Mari, ma enem zantis douget da retorn voar ma c’his, en ober a ris, ha na moa qet c’hoas groet ugent camad, pa glevis, hep hen goelet, eun den o tonet d’em c’haad d’ar galomp voar varc’h.
Pa oa o tremen e c’houlis digant-han pelec’h ec’h e ? — D’ar bourg, eme-han, da glasq an otro person. — Evit petra ? — Evit dont da govesaet ma mestr. — Arretet, me eo. Ho mestr eta a so desidet ? — Ia, hen a ra ho coulen. — Redeg e ran beteg he dy. — En eur ariout, a oelan eun den chanchet evel eun all en he blas. — Hasten e ra he ziouvrec’h d’em c’haad en eur lavaret : Otro, d’ac’h ac’houn, co-