Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 7 —
EIL DEVEZ
————
Mater.
Hon Mam.
Pegement hon fians en Mari na dleqet cresqin pa sonjomp eo hon mam.
N’eo qet hep lec’h e teu servijourien Mari da rein de-hi an hano dous a vam, rag bean eo mam, hon guir vam, nonpas herve an natur, mes hon mam spirituel, ar vam dimeus hon ineo, dimeus hon silvidigez : ha chetu penos. Privet dre ar pec’het deus bue ar c’hras, hon ineo oa ebars en eur stad a varo spirituel. Jesus dre garante evidomp a deu da rein dimp ar vue dre he varo voar ar groaz ous pehini e stag hon setans a varo. Jesus eta en eur reconsilian hanomp gant Doue a deu da rein ar vue d’hon ineo, a deu