plijet eo bet gant Jesus laqet he oll verito, he oll c’hraso entre daouarn Mari, ha-ze evit henorin ha c’huellaat he Vam ; evit ive ma c’houfeche an dud penos, deus an oll graso, an oll madelezo a c’hortount digant-han, ac’h int dleourien da Vari : ha-ze eo desir Doue, eme sant Bernard, pehini na c’houl qet ec’h obtenfemp netra nemet dre Vari. Doue evit guir, a so ar soursen deus a bep mad, hag ar mestr deus he donezo, ha Mari a so eur grouadures pehini a neus recevet digant Doue ar graso pere a neus-hi savet dreist dan oll dreo crouet. Abalamour eta d’he c’huelder en merit, ha d’he c’halite a Vam da Zoue, a dire meurbet ma teuje da dremen dre he daouarn an oll graso, ha ma teuje hi hec’h unan d’ho distribuin dimp. Ze a ra d’an Ilis disqin dimp enem adres da Vari, da d’he fedin dindan an hano a silvidiges an dud sempl, a refuj ar bec’herien, a sicour ar gristenien. Penos eta enem sauvetafomp nemet dre intersesion Mari ? Hi eo ar c’hanal dre bec’hini a coe e voarnomp oll graso Doue. Hanval ous ar loar pehini a so entre an eol hag an douar, Mari, plaset entre an eol a justis
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/80
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 79 —