ma oa ho c’hustum, ha pas eun den hepqen na barisas. En disesper o oelet penos ma farosianis a disprise ar c’hras deus ar Jubile, a digoris ebars en ofern ma c’halon d’ar re oa presant, hag a ris de-ze c’hanaveout ma zristidiges. Goude an ofern, me ac’h eas da enem doll eus treid aoter ar Verc’hes, hag ebars ma anqen he fedis, abalamour d’ar pes am oa groet en he henor, da nonpas permetin e teuje ma farosianis da abusin dimeus ar c’hras deus ar Jubiie : laret e ris de-hi penos pe oa guir em oa hi choaset evit hon fatrones, ha pe moa laqet ma farous dindan he frotecsion, a dlee donet d’hon sicour deus eur feson galloudus.
A boan oa d’hin bean laret ar c’homjo-man, ma santis an esperans o tisqen em c’halon ha ma enem gavis en peuc’h. En noz-se memeus ar merc’het oll a deuas d’ar pedenno, mes na deuas nemet daou baotr. D’ar lun ha d’ar meurs na deuas qet muioc’h, mes d’ar merc’her e c’hoarveas eur boulversamant hag eun dirol er c’honsianso, ispisial en re ar baotret. Da noz, evit ar pedenno, an Ilis pehini beteg neuse oa bet