Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/89

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 88 —

metas laqet Theophil en gras vad he Escop, ha rentan de-han he reputasion pehini a nefoa collet injustamant, gant condision ma renonsje da Jesus ha da Vari, ha ma roje ar pez dre scrit. Theophil en gra. An dez voarlerc’h, an Escop oc’h anaout na oarer qet a bez peurz, penos Theophil a oa inosant e ra hen lacad en he blas evel diagent. Neuse Theophil o santout he gonsians piqet gant ar remorjo, ec’h a dan Ilis hag eno, daoulinet dirag imaj ar Verc’hes, e lar de-hi en eur scuil daero : O Mari, na c’houlan qet enem lesel da goean en disesper, rag bean a c’hoc’h ma refuj, hag ho callout a so qen bras hag ho madelez !

En pad dao-ugent dez na baouesas qet da hirvoudin ha da bedin Mari, pehini erfin a aparisas dean en pad an noz en eur laret : O Theophil, petra a teus groet ? Renoncet a teus d’em c’harante ha da c’hini ma Map ; hag en tuont roet e teus ar pez d’he adversour ha d’em hini. — O ma fatrones, eme ar beleg-man, coupabl ac’houn, mes d’ac’h a eo d’em fardonin, ha da obten d’hîn gras dirag ho Mab. — Qemer eta, eme ar Verc’hes, qemer couraj ha me a intercedo evidoud.