Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/97

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 96 —

rous, ha dre oll e tiscoe an dousder e sant o remplisant an deverio deus ar relijion, ha dan oll, a disclerie penos a vije fidel de-he. Goude bean laqet urs en he gonsians, a laca ive urs vad en he dy, cass e ra er-mez an domestiqet pere na c’houlent qet prometîn de-han a vevjent en guir gristenien. Ober e ra laqet en he gamp eur statu d’ar Verc’hes, hag aboe an amser-ze, ec’h a dirag-hi gant he oll dud evit laret ar chapelet hag ar pedenno. Erfin, goude tris miz, ar pec’her-man, neve gonvertiset, a goe clanv, a varv, hag ec’h a d’an Env da drougareqaat Mari deus he distro ha deus he evurusdet.


PEDEN.


O Madeles hon Doue da vean roet dimp, pec’herien, eun Advocades qen tener, ha qen galloudus evit hon sauvetaad oll dre he sicour. Mari, leromp d’ac’h gant sant Bernard, comset, rag ho Map ho chelao ; pedet evidomp, n’hin a c’hortos diganac’h hon silvidiges : hon c’honfians a so en oc’h, rag sufis a eo d’ac’h goulen evit obten : pedet eta, Mari, Doue evidomp ; Doue ho silaou ha n’hin a vo salvet.