Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 97 —
PEMSECVET DEVEZ
————
Mari a so hon Advocades leun a drue.
Mari a gar ar bec’herien, hag a impli hec’h oll gallout dirag Doue evit obten deze pardon. En qalite a Advocades, Mari a bresant da Zoue pedenno he servijerien, hag evel ar Map a intersed dirag an Tad, evel-se Mari a intersed dirag ar Map, ha na baoues dirag-he ho daou da zifen an afer deus hon silvidiges. Pec’herien, piou benag a vec’h, mar deufe ho crimo d’ober d’ac’h doutin, nonpas deus a c’halout mes deus teneridiges Mari, goufeet penos, goude an titr a Vam a Zoue, an hano a blij ar muian da Vari, eo hini Advocades ar bec’herien. Unan deus ar galiteo, eme sant Bonavantur, pere a sav Mari qen huel dreist an oll grouadurien, eo hec’h oll gallout di-