Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




X


AR C’HOZIAD HAG AN TRI DEN YAOUANK


Eur c’houeriad pewar-ugent vloaz,
Dispak e vleo gwenn war e skoaz,
A oa o planta er parkou
Koajou derv ha gwez avalou ;

Pa dremenas tri fautr eus ker,
Tri fautrig laouen ha seder ;
Hag o vont ebiou gant an hent,
An eil d’egile e larent :

— Kollet eo e benn gant hema,
Pa vez, hag heñ kos, o planta ;