Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E benn gantañ a zo kollet ;
Ma zavfe ti, ne larañ ket.
— ’C’han ta ! ’meze o vousc’hoarzin,
Red eo laret n’oc’h ket goall-fin :
Petra dal d’eoc’h kement aked
’Wid eun amzer na welfot ked ?
Pegeit eta oc’h en gortos
Chom start war ho pipejou kos ?
Koulsoc’h eo d’ac’h brema sonjal
Er pec’hejou ’peus graet gwejall !
Kouls eo d’ac’h lezel pep preder
A zeu da vat gant hir amzer :