Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


2. — Paud a dud e chonj geté é ma grons énep d’er galleg più benak e gar er brehoneg ; revé-zé er Vretoned ne hra ket vad dehé hum ziskein na lakat en treu de vonet ar huellat. Nen dé ket guir en dra-zé tam erbet.

Er Vreihis, p’ou des dalhet mat d’ou lavar keltiek, e zou dishaval ou spered doh hani er Galleued, en des ankoéheit ou heltieg, én ur stouiein edan klean Sezar. En neu spered-men ne rinkant ket, eit kement-sé, bout é kaz en eil doh égilé. N’ou des meit de houni unan hag en al a nehé é kerhet dorn oh dorn ; ésoh e helleint elsé donet de ben a huellat buhé mab dén ; de labourat eit en dra-zé é téli en ol dud a galon bout goubéet ér bed-men, ma tei er guir goué ag en nerh de hoannat hag en nerh salvus ag er guir de griùat perpet. Rè gaer ha rè ihuél é er galleg a nehou é unan eit en dout dobér a hum gemér doh er brehoneg, na doh lavar erbet aral konzet étal dou. Eit hé ind bout peurikoh, en dra-zé ne vir ket doh té a seùel eùè inour er Vro.