Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Ma ! ma ! eme Alan, perak e teus komzet ?
Ma ’tije roet peuc’h n’em oa ket d’anavet,
Daoustañ ma out disneuz, dre va feiz a louarn,
Hag e teu ’maes, lorgnek, eun tam beg da ziskouarn !
Me a oa aonik-dall pa ’z eo deut da vouez kre
D’am lakat dianken, euzus evel ma e :
Rak he ferc’hen, ’onn ’vat, eur goasañ tronpilher,
’Zo, da veañ ’widoñ, re veulbes ha ponner !
’C’han ta, autrou leon, ma n’oc’h ket eun azen,
Poent eo diskouez a zo kalon en ho kroc’hen :
Me ’wel eur pautr milin, eur vaz gantañ, arru,
Hag en deus da laret eun dra bennak d’ac’h-hu ! —