Frankiz ar yeziou a zo, ahendall, eur gwir dre natur, ha n’haller ket torri aneañ hep beza kastizet. « Bro-Zauz na zinac’h ket ar frankiz-ze da Geltied he zeir rouantelez, na da Fransizien an inizi sauz-ha-normand ; n’he dinac’h ket zoken d’ar Voered hollandez, bet trec’het er brezel — pa ’z eo hon Breiz-ni, neket trec’het, hogen em roet a youl vat, dre ziviz skrid, gant he dukez Anna [1]. »
Ar Breizad gwirion d’e vrezoneg a oar kenkouls-all beva ha, pa vez red, mervel evel eur Gall mat, o seveni reis hag a-zevri an holl dleadou a zalc’h ous an hano-ze, evel ma c’houlen grons pep gwir zo stag outañ. Koll a rafe eun tam mat eus e dalvoudegez, en deiz ma renkfe dioeret sord a ra d’eañ beza heñ, an arouez anat a zishanval anezañ dious ar re-all. Evelse endeeun pep Fransez a ziansav an hano enorus-ze dre lorc’h da veza « bourc’hiz ar bed » a zistera, elec’h uhelât. Evel ma
- ↑ Eur c’houlennadeg ewit yeziou pep rann-vro, da gannaded lezennourien 1870 (en galleg), gant ar c’hont a Charencey, H. Gaidoz ha Ch. Bro-C’hall, Paris, 1903, paj. 7 hag 8 eus kent-skrid an aut. Gaidoz.