Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa ’z eo gwir emoun izelloc’h
Triouec’h kammed, evit nan oc’h.
— Tav d’iñ gant da zigareziou
Ha na glask mui ober tailhou :

Ha te gav d’it, gloanek pen-skañ,
Ne c’houzon ket petra larañ ?
Ouspen eur bloaz so e c’houzon
E teus drouk-komzet ac’hanon.

— Autrou ar bleiz, ho pet true,
Ha n’am sellit ket er c’his-se !
Eur bloaz so, ne oann ket ganet,
Pa n’emoñ ket c’hoas dizonet.