Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hag e trois ma c’hein outi,
Daoust ne oa d’am heul den na ki ! —
Alan al louarn a laras
Da Wilhou gos, dal m’her c’hlevas :
— Gwir aoalc’h a larez, Gwilhou,
Da droiou-se ’welis o diou ;
Me oar e pez amzer, zoken,
Tigouezas d’it ober ’velhen :
’Oa pa oas-te hanter-vouget
Gant eun askorn es koug staget ;
Ar pez askorn adreus ’n es koug
A zo bet d’it tennet dizroug
Gant Marc’haridig ar c’hwibon,
Hir he beg ha mat he c’halon. —