Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



XV


AR BLEIZ HAG AR C’HI


(Dioc’h galleg La Fontaine).
————

Eur bleiz n’oa ’met eur pez kroc’hen
Ous eur bern eskern, d’o c’hempen,
Gant penaus e ræ o micher
Ar chas oc’h harzal war al laer.

Ar bleiz-se a zigouez gantañ
Eur c’hi bras deus ar re vrasañ,
Pautr e vleo flour, leun ’gig ha goad,
Kollet e hent d’ezañ er c’hoad.