Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


M’hen lavar dre druez ouzoc’h,
N’ez eus hini a ve goasoc’h
Eget beva noz-deiz en aon
Da veza mouget gant an naon ;

Chom morc’hedus ha diassur
Hep dibri tam ’n ho plijadur,
Ha renkout ’n em ganna… paourik,
Deut ganiñ, c’houi vo ken sioulik !

— Petra vo ret d’iñ ober, ’ta ?
Eme ar bleiz. — Nemeur a dra :
Kas ’rauk ar re ’vez, tost d’ar ger,
’Vont ’tro, da noz, gant o bizier ;