Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/157

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XVI


AR CHI HAG AR STER


――――


Meur a hini a ya goall-bell
Pa ’n deus ar mad, da glask ar gwell ;
Ha koulskoude, peurlïesa
Eo ar mad a vez ar gwella.

Eur c’hi a oa o vale bro
Eur pez kig gantañ ’n e c’heno ;
Abiou d’an dour pa dremenas,
Skeuden ar c’hig eno ’welas.