Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Tenv, lart evel eur c’ho, gant e grev flour ha hir,
A veve chouchedik, sioul evel eur zant plouz,
O paterat dalc’hmat, ker c’houek ha ken didrouz !
Hag a oa disket kaer kouls er gaou hag er gwir.

        Dirak pautr e feuren voulouz,
        Pa oa kontant Yann deus ar choas,
        O deus timat konpariset.
Bisik a laras d’e : — Bugale, me ho pet,
Deut tostoc’h d’iñ amañ, p’ am eus diskouarn kalet.
        An oad zo kiriek d’iñ, siouas ! —
        An daou loen dinec’h a dostas.
        Kerkent ma wel ar vreutaerien
        Tostik d’añ, kichen-ha-kichen,