Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


D’he zapout e teu prim, a-skrap…
Broudou lem an drein eo a dap,

Broudou lem a rog beg e viz ;
Ha kwit ar valafennig vriz !
Ha kwit ar valafen, ken splan
Gant he c’hammigellou buhan,

He diwaskellig skañ pa hij
A vleuñ da vleuñ dre ma c’hournij ;
A vleuñ da vleuñ dre ma c’hournij
Evel eur wenanen fich-fij.

War he lerc’h Jorj a lam gant reuz,
Duma, duhont, ahet, adreuz ;
E dreid pen-da-ben d’al lïorz
A flastr bleunv ha louzou ; n’eus forz !