Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/177

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ne zell nemet ous al loenig
O tispleg e vantel binvig
A luc’h gant moug hag aour dreoll
Dindan bannou klouar an heol.

’Pen al lïorz hi zo arru ;
He zeaud-tronpilh a zun bleuñ ru
War eur ween-bechez tener
A gresk a-harp ous ar voger.

Jorj a grog er blanten yaouank,
Hag heñ pignal a vrank da vrank ;
Ar valafen zo tapet just ;
Ar ween ’dor, Jorj a gouez rust !

Pa zav e izili blonset,
Gant glac’har Jorjig ’n eus gouelet.