Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Meul-Hañ, douar, ha te, mor don,
Gant dragoned bras eur spouron
A verv ’n es toullou ’vel merion.

Erc’h ha skorn, tan ha kurunou,
Kazarc’h, ha c’houez an arneviou
A zeven e c’hourc’hemennou ;

Meneziou bras, krec’hiou izel,
Gwez glas warne ’vel eur vantel
A vez hejet gant an avel ;

C’houi, loened gouez ; ha c’houi, chatal,
Aer o stleja, pesk o nanvial,
Eün bris en aer o c’hournijal ;